Burev Kevredadel Enklask Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: Federal Bureau of Investigation, berraet en FBI) zo ur servij spiañ ha surentez broadel stadunanat, bez eo an ajañs penn a-fed lezenn kevredadel ar vro. Labourat a ra hervez domani lezennel an United States Department of Justice. An FBI a zo ivez ul lodenn eus an U.S. Intelligence Community dindan galloudoù an Attorney General ha Rener an National Intelligence. E-penn an enep-sponterezh, enep-spierezh, hag ar stourm a-enep an aozadurioù torfedelezh, an FBI en deus galloud ober a-enep ouzhpenn 200 rummad torfedoù kevredadel.
Ma z'eo darn obererezhioù an FBI reoù unganet, a-fed labourioù evit ar surentez vroadel stadunanat ez eo tostik-tost e obererezhioù memestra evit re an MI5 Saoz pe an FSB Rusian.